21/10/2016

Ar Vro Bagan : théâtre en breton à Ploumilliau le dimanche 30 octobre

D'ar Sul 30 a viz Here e vezo disklaeriet gant strollad Ar Vro Bagan daou bezh-c'hoari berr skrivet gant Tangi Malmanche e sal ar gouelioù e Plouilio, etre Plistin ha Lannuon.
Le dimanche 30 Octobre 2016, la troupe Ar Vro Bagan va jouer deux courtes pièces du dramaturge breton Tangi Malmanche (1875-1953) à la salle des Fêtes de Ploumilliau près de Lannion, en partenariat avec la Mairie et les conférences en breton.

Perak dont da Blouilio da c'hoari pezhioù Malmanche ? En unan eus ar pezhioù-se, Marvailh en ene Naonek, e tremen an abadenn nozvezh an Anaon. Gwelet e vez an anaon, an Ankou, an ifern, ar purgator hag ar baradoz, ha pep tra a denn d'ar maro ha d'ar bed all, hervez kredennoù ha gizioù ar Vretoned.
En Iliz Plouilio just a-walc'h, emañ skeudenn an Ankou, ur falc'h gantañ.
E Plouilio eo bet Anatol ar Braz, oberour Mojenn ar Maro, o vevañ en e vugaleaj. E Plouilio emañ Yann-Ber Piriou, savet ul leor gantañ diwar-benn Anatol ar Braz, o chom e bro e hendadoù.

Pourquoi avoir choisi Ploumilliau ? L'une des 2 pièces de Malmanche, Marvailh an ene Naonek (le conte de l'âme qui a faim) se déroule au début du XXème siècle, la nuit de la Fête des Morts (gouel an Anaon) et fait référence aux traditions et croyances autour de la mort et de l'au-delà. Or l'église de St Milliau abrite une statue de l'Ankou armé d'une faux. Anatole Le Bras auteur, entre autres, de la Légende de la mort, a vécu une partie de son enfance à Ploumilliau et Yann-Ber Piriou, auteur d'une thèse sur Anatole Le Bras, réside dans la commune.

E penn kentañ an abadenn eta e vo ur gaozeadenn gant Yann-Ber Piriou diwar-benn Anatol ar Braz ha Mojenn ar Maro. Goude e teuio Frañsez Favereau da gomz diwar-benn c'hoariva Tangi Malmanche hag ivez tezenn Anatol ar Braz diwar-benn ar c'hoariva pobl. War-lerc'h e vo c'hoariet an 2 bezh-c'hoari Gwreg an Toer ha Marvailh an ene Naonek, Tangi Malmanche e-unan o kinnig anezho d'an arvesterien hag o lavaret e soñj diwar-benn Breizh, ar brezhoneg hag ar c'hoariva.
C'est d'ailleurs Yann-Ber Piriou qui animera en première partie, une courte conférence sur Anatole Le Bras et la Légende de la Mort, en relation avec l’œuvre de T. Malmanche. Puis Fransez Favereau, professeur de littérature bretonne, présentera l’œuvre théâtrale de Tangi Malmanche qui s'inspire du théâtre breton populaire dont Anatole Le Bras a rédigé un thèse.

Ploumilliau / Plouilio - Salle des fêtes - Dimanche / Sul 30 Octobre / a viz Here - A 15 heures - 13 € / 11 € (prévente)

Aucun commentaire: