30/04/2015

GOUEL BROADEL AR BREZHONEG 2015 : e Tremargad

2005-2015 : 10 vloaz stourm evit ma vo ofisiel hor yezh, evit ma c’hello pep hini bevañ e brezhoneg bemdez. Mont a ra war a-raok, met erru eo poent mont pelloc’h ganti. Se zo kaoz hon eus bet c’hoant lidañ an darvoud-se ganeoc’h e-pad daou zevezh. Distank eo an digarezioù d’en em vodañ en-dro d’hor yezh ha da ziskouez hor youl da vont war a-raok, se zo kaoz e fell deomp adlañsañ war ar memes tro Gouel Broadel ar Brezhoneg e Kreiz Breizh, e Tremargad. Chomit ket ‘ba’r gêr !

Sadorn 23 a viz Mae 2015 :
> 10e : atelier evit an holl : sevel panelloù ar bourk e brezhoneg
> 5 eur : Kan ‘b’ar bisto : Irish ha Breizh Session (Seubil-Stevenou-Galisia…) en Tremargad Kafe
> 9eur noz : Sonadeg katalaneg gant Pirat’s Sound Sistema (Barcelona) – Priz diouzh ho c’hoant

Sul 24 a viz Mae 2015 :
> 10e beure: bouloù mod kozh ha paledoù mod nevez : tañva e brezhoneg ha koñkour !
> 12e : digor-kalon kanet gant Marsel Gwillou-Alan ar Rouz, Bourdonnay-Le Panse...
> 12e : Pred e ti Coriandre (enskrivadurioù ret-6 €).
> 2e gm : Kêriadenn ar c’hevredigezhio ha kermes « disentus » : c’hoarioù an disentiñ (gant Xavier Rennou « Les Désobeissants »), stalioù labour, kentelioù tañva ar brezhoneg, filmoù Ai’ta!, c’hoarioù Breizh, Dj Sound System, fanfar… boued hag evaj
> 5e : Ur brezegenn-tabut (e brezhoneg, troet war ar prim en galleg) : “Disentiñ evit hor yezh : SAB, Ai’ta !… ha goude ?”
6e30 : prezegen gelaouiñ : taol lañs
> 7e noz-3e00 : Sonadeg sonerezh a-vremañ e brezhoneg: Barba Loutig (lieskan, da zañsal); Trouz an Noz (Punk-rock); Brieg Guerveno Group (Rock); El Maout (Electro-Bucal); Silwink (Reggae), Pirat’s Souns Sistem (Sound sistem deus Barcelona)
> 8e noz : Fest noz gant Le Bour-Bodros Quintet, War-Sav, Talek Tad ha merc’h, Cabaret-Gloaguen, Cabaret-Le Cras, Ar Vreudeur Morvan…

Tachenn gampiñ, tavarnioù ha boued war al lec’h. Pep tra ‘ba bourk Tremargad !

Diwallit : n’eus mekanik ebet da sachañ arc’hant war al lec’h, deuit gant peadra…

http://ai-ta.eu

Aucun commentaire: