03/04/2018

STAJOU EVIT SKRIVAÑ BREZHONEG

Labourat a rit e brezhoneg hag ezhomm ho peus da greñvaat ho tiazezoù ?
Brezhoneger(ez) a-vihanik oc'h met diasur gant ar yezh ?

Bez bloaz e vez klasket ijinañ stummadurioù nevez gant Stumdi diouzh an ezhommoù hag ar goulennoù.
Unan nevez a zo deuet er-maez hag a zo e bal gwellaat ar skrivañ hag ar c'homz brezhoneg !

Kinniget e vo ar staj-mañ div wech ar bloaz diouzh an niver a c'houlennoù :
  • D'an 18, 19 hag 20 a viz Ebrel 2018 e Sant-Brieg
  • D'an 29, 30 hag 31 a viz Here 2018 e Landerne
 Tu a vo deoc'h kavout muioc'h a ditouroù amañ : « Bezañ en e vleud dre skrid 2018 ».
Titouroù hag enskrivadurioù : contact@stumdi.bzh / 02.98.21.39.94

Aucun commentaire: