13/06/2017

Chasse aux haïkous à Perros

Digor Chase an Haykou e Perroz
Disadorn kentañ, 17 a viz Mezheven da ziv eur goude-merenn e skol gozh Lenn-vor Perroz, e vo digoret ur chaseadeg haykou heñchet gant Malo Bouëssel du Bourg. Un endervezhiad kutuilh haykou a vo graet. Da gentañ, ez efomp da vale e koad Krec’h Gwegan da glask un tamm awen e-mesk ar gwez kaer a zo eno a-us d’al lenn-vor. Goude se e tistrofomp d’ar sal er skol da skrivañ ha da lenn labour pep hini. Dibabet e vo ar re wellañ hag embannet e kelaouenn vrudetañ ar vro. Evet e vo ur bannec’h dour bervet, te pe gafe. Da bep hini da zegas e vinvïoù, luc’hskeudennerez, geriadur, paper ha pluenn. Deuit niverus, c’hwi an hemolc’herien haykou ! Digor d’an du-vras koulz ha d’ar vugale. Evit gouzout hiroc’h : 02 96 48 47 12

Chasse aux haïkous à Perros
Ouverture de la chasse aux haïkous en breton à Perros-Guirec, samedi 17 juin prochain à l’ancienne école de la Rade à 14 heures, sous la direction du poète Malo Bouëssel du Bourg. Balade dans le Bois d’Amour, écriture d’haïkous, corrections, lectures à haute-voix. Activité en langue bretonne ouverte aux adultes comme aux enfants. Renseignements :: 02 96 48 47 12.

Aucun commentaire: