31/01/2017

O KLASK UR C'HELENNER BREZHONEG

Ti ar vro recherche un-e prof de breton vacataire de février à juin (temps partiel) cours du soir (pour 2 ou 3 cours d'une heure et demi par semaine).

Emañ Ti ar Vro Treger-Goueloù o klask ur c'helenner pe ur gelennerez erlec'hier-ez evit kentelioù brezhoneg d'an dud deuet e Bro Dreger ha Bro Oueloù adalek miz C'hwevrer 2017 betek miz Even 2017. Post darn-amzer, 2 pe 3 gentel/sizhun. Gopret ha frejoù-hent paeet ouzhpenn.

Doare den : Kaout ul live uhel e brezhoneg dre gomz kement ha dre skrid (DBY/DCL live 5, pe aotregezh deuet mat). En e aes gant an dud deuet, pedagogour, urzhiet mat, prest da labourat gant ar skipailh kelennerien met emren war un dro. Ret eo kaout e aotre-bleniañ hag ur c'harr-tan.
Da c'houzout :  Labour war an deiz ha da noz. N'eus ket a gentelioù e-kerzh ar vakañsoù-skol.

Mard oc'h intereset kasit ho lizher ha CV da :
Ti ar Vro Treger-Goueloù
hent Jean Monnet 22140 Kawan

contact@tiarvro22.com / 02 96 49 80 55

Aucun commentaire: