03/11/2016

KAOZEADENNOU TI AR VRO

Novembre : Mois du Documentaire
« Kurdistan : Rêve de Printemps », un film de Mikael Baudu - Mercredi 23 novembre à 20h30

E-BREZHONEG / EN BRETON

Bep miz e vez aozet gant Ti ar Vro Treger-Goueloù, asambles gant Levraoueg Aodoù-an-Arvor, abadennoù evit reiñ da anavezout levrioù, filmoù, pe labour tud ha kevredigezhioù ar vro.

Miz Du : miz an teulfilmoù
« Kurdistan : huñvreal an Nevez-Amzer », ur film gant Mikael Baudu


Ur road movie a gas ac'hanomp da heul  Gael le Ny, ul luc'hskeudenner ezel eus ur gevredigezh a vignoniezh etre Breizh hag ar Gurded. D'e heul hag e gamaladed e kroger gant ur c'hest evit dizoloiñ ar Gurded  en  o stourm evit ijinañ an demokratelezh en o bro. Loc'hañ a reer eus Diyarbakir, kêr-benn Kurdistan Turkia, ur vro a glaske c'hoazh, e miz Ebrel 2015, treiñ ar bajenn gant poan, goude bloavezhioù a vrezel gant an arme turk. En ur dremen dre kampoù e lec'h m'o deus ar repuidi  bevet ar pezh a c'hell diskouez mab-den pa vez en e euzhusañ, ez aer betek talbenn ar brezel etre Kurded Siria ha Daesh, e-mesk paotred ha merc'hed yaouank, a vez o stourm evit argas ar varbariezh ha krouiñ un demokratelezh nevez a rofe plas d'an holl plac'h pe paotr, kurd, arab pe armenian, muzulman pe gristen. Nevez-amzer Kurdistan a reont eus ar stourm- se.
Ur film gant Mikael Baudu ha Stephane Gaouyer, kenbroduet gant Gwengolo Filmoù ha France 3.

Merc'her 23 a viz Du da 8e30 noz – Ti ar Vro, e Kawan

Padelezh ar film : 52mn
Eskemmoù gant ar realizatour
Digoust

* * * * * * * * * *
Un road movie sur les traces de Gael le Ny, photographe et membre des Amitiés Kurdes de Bretagne. Avec lui et ses amis, nous partons à la découverte du combat mené par les Kurdes pour la démocratie. Les voyageurs partent de Diyarbakir, la capitale du Kurdistan de Turquie, un pays qui, en avril 2015, essayait encore de tourner difficilement la page des années de guerre contre l'armée turque. Ils découvrent les camps de fortune où les réfugiés ont côtoyé l'humanité dans sa forme la plus sombre, et arrivent à la ligne de front où les Kurdes de Syrie combattent Daesh. Rencontre avec de jeunes femmes et des jeunes hommes qui luttent pour repousser la barbarie et imaginer une nouvelle démocratie où chacun aurait une place égale, sans distinction de sexe, d'origine ethnique, ou de religion. C'est ce qu'ils appellent le « Printemps kurde ».
Un film de Mikael Baudu et Stephane Gaouyer, coproduit par Gwengolo Filmoù et France 3.

Mercredi 23 novembre à 20h30  – Ti ar Vro, à Cavan

Durée du film: 52mn
En présence du réalisateur
Entrée libre

Aucun commentaire: