14/10/2016

Kaozeadennoù Plouilio : d'ar Meurzh 18 a viz Here

D’ar Meurzh 18 a viz here e vo poent stagañ en-dro gant kaozeadennoù Plouilio. War un ton bras e krogimp da gaout plijadur e yezh ar vro rak ur veajourez a deuio da gaozeal. Bleuñvenn Konan, ur plac’h yaouank eus Perroz-Gireg a gonto deoc’h he zroioù-kaer en Amerika an Norzh. Dre San Francisco e Kalifornia betek Traoñienn Ar Marv e raio deoc’h beajiñ hag ober anaoudegezh gant tu kornog Stadoù-Unanet Amerika (U.S.A.).
Kontañ a raio deoc’h he labour en ur menaj o tastum frouezh ha legumaj. A-drugarez da se he deus un tamm gouiziegezh war bed an Amerindianed, o c’hultur, o yezh hag o c’hudennoù... Evel kustum e vo kaset ur boc’h sistr d’an traoñ hag astennet ar gaoz an eil gant egile. Emgav d’an 18 a viz Here da 6 eur noz e sal ti-kêr Plouilio. Brezhonegerien, deuet mat oc’h da gaozeal e Plouilio, kasit din ur mel pe telefonit din : Ludovig Ar Rû : leru.ludovic@neuf.fr 06 78 78 14 00

Voici qu’arrive une nouvelle saison de causeries à Plouilio. Mardi 18 octobre nous accueillerons une jeune femme qui connaît bien l’Amérique du Nord. Et pour cause, en plus de voyager en Californie, elle y a même travaillé. En effet, en 2015, Beuñvenn Konan originaire de Perroz-Gireg travailla quelque temps dans une ferme non loin de San Francisco. Elle y ramassait les fruits en compagnie de populations locales et notamment des amériendiens. Ainsi, elle pourra évoquer la vie de ces peuples à tort qualifiés d’indiens. Nous apprendrons grace à Bleuñvenn à connaitre ces femmes et hommes à travers leur culture et leurs langues. Nous poursuivrons la discussion autour d’un verre de cidre comme les années passées. Rendez-vous le mardi 18 octobre à 18h00, salle de la mairie de Ploumilliau. Bretonnants, si vous souhaitez parler d’un sujet ou d’un autre, contactez moi : Ludovig Ar Rû : leru.ludovic@neuf.fr 06 78 78 14 00

Aucun commentaire: