16/09/2014

Marie-Thérèse de Delisle, mouezh ar vro

Emañ kleier maezioù Bro-Dreger o son kanvo gant keuñv d’ur vignonez aet da Anaon, ur plac’h stag he c’halon deus sevenadur Breizh, ur vouezh a zo bet klewet ken alies war leurenn ar beilhadego war hiñcho kamm-jilgamm ar vro. Ordin vize prest Marie-Thérèse da vont amañ hag ahont ewit reiñ hep mezh he flas da yezh he zud hag he zud-kozh touesk ar bobl ha n’eo ket gant Strollad Maria Prat hepken. Distagellet mad oa Marie Thérèse ha goût a ouie reiñ plijadur d’ar vrezhonegerien, lakaat nê da c’hoerzhin, ur stumm hag ur pouezh-mouezh deï hec’h unan.

Meur a wech meus bet tro da vont da welet anezhi ha Francis, he fried, e-barzh o menaj er Seizh-Sant. Ordin vize roet din un digemer a feson, un nor digor frank kenkoulz hag an daol. Ha dustu tifluke un dezenn bennak deus o c’heno. Rismadello vize gante o-daou a bep sort, reo gamm ha reo dort, dibunet gant bep seurt digarez da reiñ blaz d’o buhez da hini ar re n’em gave gante. Arriout a rae unan bennak a-greiz tout hag a vize pedet da vont en e goazez, roet deañ un tamm bara kig-sall ha diskennet ur bannac’h deañ a galon vad. Pep hini lâre e damm ha ne vize ket gwelet an amzer o tremen en ur c’hoerzhin evel-se. Ur stumm da vewañ war ar maez.

A-drugarez da dud evel Marie-Thérèse en deus dalc’het ar brezhoneg da vewañ betek an dewezh a hirie. Dalc’homp da heuilh an hent-se dikwelet dimp ganti, ewit ma chomo beo c’hoazh e-pad pell yezh ar vro.

Kenavo Marie-Thérèse

Daniel Giraudon

Ha skipailh Dastum Bro-Dreger

Aucun commentaire: